Evénements - Archives

Kemennadenn d’ar gazetennerion
E Gwened, d’ar 14 a viz mae 2009

Skol kentañ Ya d'ar brezhoneg

Skol kristen Sant Gwen Gwened a vo an heni gentañ hag a sino an emglev Ya d’ar brezhoneg kenniget get Ofis ar Brezhoneg. Get an emglev-se e vo gwaredet, talvoudekaet ha kaset àr-raok ar brezhoneg.

E 2001 e oa bet roet lañs d’ar c’hourzad Ya d’ar brezhoneg get Ofis ar brezhoneg, da geñver blezad ar yezhoù e Europa. 177 aozadur a oa er penn kentañ ; muioc’h a 640 zo bremañ. Ha pep anezhe, dishañval an eil douzh egile, zo perzh er bed breizhad. En o mesk e kaver kevredigezhioù, heleizh a embregerezhioù, stalioù, sindikadoù, kluboù sport, mediaoù. Un trec’h eo bet an emglev abaoe ar penn kentañ, rak-se e oa bet kenniget ivez d’ar c’humunioù (90 anezhe o deus er sinet dija).

 

 

Skol Sant Gwen Gwened a vo ar skol gentañ a vo sinet geti Ya d’ar brezhoneg,

D’ar meurzh 26 a viz mae 2009 da 17 e,

 26 straed Joliot Curie, e Gwened

 

Ar skol kristen divyezheg kentañ e Breizh

Da ouiet ha da vout lâret : skol Sant Gwen a oa an heni gentañ é tigor un hentad brezhoneg-galleg e Breizh. Hiziv an deiz eh eus 160 skoliad é teskiñ brezhoneg er skol (tost d’an hanter a skolidi ar skol).

Ar c’helenn divyezheg zo graet a-ratozh evit ma vo aes d’ar skolidi kendalc’h goude e skolaj Intron-Varia Menimur, e Gwened. Rak-se emañ dispartiet an implij-amzer etre euriadoù e brezhoneg, e saozneg hag e galleg.

Get begon hag intampi e vez sikouret ar skol get kevredigezh ar gerent Dihun Sant-Gwenn.

Tri fal a vo

Kement kemennadenn a vo graet e galleg hag e brezhoneg, evit ar pezh lâret er-maez ag ar skol hag ar pezh lâret d’ar gerent. Kenniget e vo d’an implijidi a faoto dezhe bout stummet àr ar brezhoneg ivez. 

Tapet ar label kentañ d’ar skol

Evit lâret gwir e vez graet dija er skol ar lodenn vrasañ ag ar pezh a vez goulennet get Ofis ar Brezhoneg. Roet e vo a-benn ar label kentañ d’ar skol : taol-sikour get ar brezhoneg.